DIOU FLO (Florence Pinvidic ha Florence Glorion)

French English Espanol Hag amań, filmoł e brezhoneg !

Diou Flo a zo div Florence a c'hoari akordeońs asambles : Florence Pinvidic ha Florence Glorion.

N'int ket ganet an eil pell eus eben an div Florence-mań -unan e Bro Dreger (Lannuon), an hini all e Bro Leon (Trelez)- , met tout an dud a oar n'eo ket memes tra tamm ebet !

Unan, Florence Glorion, anavezetoc'h dindan al lesanv "Flo Treger", a c'hoari akordeońs kromatek, "Boest an Diaoul" 'giz veze lavaret gant tud a iliz gwechall... An hini all, Florence Pinvidic, anavezetoc'h dindan al lesanv "Flo Leon", a son akordeońs diatonek, da lavaret eo neuze "Boestig an Diaoul" ! (peogwir eo bihanoc'h).

An div voest an diaoul-se o deus en em anavezet e-kreiz Bro-C'hall, e-pad Festival Sonerezh hengounel Sant Chartier 1999, hag abaoe an amzer-se n'o deus ket en em guitaet. Sach blev zo bet, sur, etre an daou akordeońs-mań dishenvel hag un tammig "biz-biz", met a-benn-ar-fin eo deuet tout an dud-se d'en em glevet !


Sonet o deus an Diou Flo war al leurennoł-mań :

  • Gennetines (Bal eus Europa, Bro C'hall), 2006, 2007, 2008
  • Devezhioł Breizh (Poznįn, Bro Pologne), 2003
  • Festival Sonerezh hag Hengoun (Marsinne-Héron, Bro Belgique), 2004
  • Festival an Akordeońs (Tournai, Bro Belgique), 2001
  • Cyber fest-deiz (Kemper, Breizh), 2002
  • Bagadańs, fest-noz ar festival An Erer Kozh (Karaez, Breizh), 2003
  • Mondial Folk (Plozeved, Breizh), 2003

Difaziet gant Victorine Pinvidic, trugarez vras dit-te!

French English Espanol